Sterenn (ar)
daskemmet d’an 12.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Sterenn (ar), anv benel.
Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn an nord, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn kreiznoz (ar), Sterenn vras en oabl (ar).
Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Aze e forc’h daou vrank e lugerne ar C’Harr-kamm-bras ha pelloc’h ar C’Harr-kamm-bihan hag ar Sterenn. (Hemon, 1962:91 m. gt. ar Glev, 1987:1654b, pg. « Grande-Ourse »)
Ken glan ha ma ’z eo an aer er vro-se e weler miliadoù a stered en oabl. Klask a reomp ar re a anavezomp : ar C’harr Kamm bras hag an hini bihan, ar Sterenn, ar Yar-Wenn hag hec’h evned, ar Rastell, Hent Sant Jakez, h.a. (Konan, 1964:265)
Bezañ ez eus un doare eeun d’en em lec’hiañ hep nadoez-vor, a-drugarez d’an anavezetañ strollad stered: Karr-Arzhur; ul linenn o tremen dre e ziv rod a-dreñv, enni pemp gwezh ar pellder etre an div rod-se, a gaso ac’hanout betek ar Sterenn a verk an norzh, penn-ahel an neñv (sell ouzh al lun 1). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16b)
En em laka a-dal d’ar Sterenn: emañ an norzh ragenep dit, ar reter ez torn dehoù, ar c’hornaoueg ez torn kleiz, hag ar su a-dreñv da gein. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16b)
Ouzhpenn merkañ an norzh ez eus eus ar Sterenn: ar sterenn nemeti a hañval bezañ diloc’h en oabl; holl ar re all a seblant treiñ en-dro dezhi a-enep kerzhed an orolaj; un dro glok a reont e-korf 23e56mn. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16b)
Meizañ a ri ivez e c’heller gwelet ar steredegi nes d’ar Sterenn hed-ha-hed ar bloaz, peogwir emaint dalc’hmat a-us d’an dremmwel: bezañ e vint uhel pe uheloc’h en oabl; en enep, ar re bellañ (ar re niverusañ) a c’hoarvezo gante mont diwar-wel dindan an dremmwel; o gwelet a refor o sevel er reter, o treuziñ an ebr en ur dreiñ en-dro d’ar Sterenn, hag o vont a-guzh goude er c’hornaoueg, mizvezhiennoù e vint aes pe aesoc’h da ziawelet. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16b-17a)
Stagomp ’ta neuze bremañ gant hon c’hantreadenn ha chomomp da zigentañ en-dro d’ar Sterenn, e-touez ar steredegi troahelek… (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17a)
steredeg troahelek: graet e vez steredegi troahelek eus ar steredegi a gaver en-dro d’ar Sterenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17a)
Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
Da evezhiañ n’he deus ket ar Sterenn merket an norzh a-hed ar wezh: 400 vloaz zo e oa Iz (anvet ivez Sterenn gozh), anezhi steredenn skedusañ Karr Ahez, an hini a rae. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
Lez Don a gavi e beg ul linenn o vont diouzh rod a-raok Karr Arzhur (an hini nesañ d’ar Marc’h-tirleur), o tremen dre ar Sterenn, hag enni div wezh ar pellder etre an div steredenn-se: da lavaret eo emañ ar Sterenn keit-ha-keit etre Lez Don ha Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
Marzhin zo ur steredeg amsplann a-walc’h enni un ugent bennak a stered. Ma tresez ul linenn o tremen dre ziv rod a-dreñv Karr Arzhur e kavi anezhi en tu-hont d’ar Sterenn (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18b)
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar steredenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]
Peder steredenn welevus a-garrez a verzi diboan en oabl; emañ div steredenn ar pezh karrez-se war ul linenn o vont eus ar Sterenn trema eil steredenn W Lez Don. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:23a)
Ar Morvil, steredeg strizh hag amsplann, a c’helli gwelet etre Here ha Genver e-barzh un tachad rouez eus an oabl; rannet eo diouzh Eseot gant an Eoged; emañ e vuzell war ul linenn oc’h eren ar Sterenn, penn Eseot hag un tu eus karrez bras Marc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22b)
Testenioù
1931 : « sterenn (an hanternoz), V stirenn kreiznoz » (Vallée, 1931:277a, pg. « Étoile ») ; « ster(ed)enn an Hanternoz, st. ar Gwalarn ; ar Sterenn » (Vallée, 1931:573a, pg. « Polaire »). 1988 : « Sterenn: Polaris » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.
Oberennoù ha pennadoù
- Hemon, Roparz : 1962. Mari Vorgan. Brest : Al Liamm.
- Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.
- Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.