Sterenn vras en oabl (ar)

Lakaet enlinenn d’an 28.12.2025,
daskemmet d’ar 16.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Sterenn vras en oabl (ar), anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn an nord, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn kreiznoz (ar).

Takad arver

Testeniekaet eo en Treoù-Kerne, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’ster’nn vraz ba ’n ab’ » ha « [ˈstẹːrən ˈvraːz ba ˈnaːb] » (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:36).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.