Gwener
Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Gwener, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Taulamb ur sèl pêlloh hoah doh en hiaul, ha ni e huélou er stiren-rid , hanhuet Gùinér, er Verlehuên, stiren en dé, pé stiren en noz, revé ma vé gùélet é splannein ar en dé pé d’en noz ; hi e zou unan ag er ré splannan ag er stirèd ; hi e receu ehué hé splandér ag en hiaul, hag hi e zou ardro seih million leàu ar-n-uiguênd a zoh-t-hou. (Le Tuaut, 1876:47) [Taolamp ur sell pelloc'h c'hoazh doc'h an heol, ha ni a welo ar sterenn-red, hanvet Gwener, ar Verlaouen, sterenn an dez, pe sterenn an noz, hervez ma vez gwelet é splanniñ àr an dez pe d’an noz ; hi a zo unan ag ar re splannañ ag ar stered ; hi a resev ivez he splannder ag an heol, hag hi a zo àr-dro seizh milion lev àrn-ugent azoc'htoñ.]
Hanhueu er stirèd-rid-men e zou bet reit d’en déieu ag er suhun : èl-cé dé sul e senefi dé en hiaul, dies Solis ; dé lun, dé el loér , dies Lunæ ; dé merh, dé Merh , dies Martis ; dé merhér, dé Merhér, dies Mercurii ; dé rieu , dé Rieu, dies Jovis ; dé gùinér, dé Gùinér, dies Veneris ; dé sadorn , dé Sadorn, dies Saturni. (Le Tuaut, 1876:50) [Hanvioù ar stered-red-mañ a zo bet roet d’an dezioù ag ar sizhun : èl-se disul a signifi dez an heol, dies Solis ; dilun, dez al loar , dies Lunæ ; dimeurzh, dez Meurzh , dies Martis ; dimerc'her, dez Merc'her, dies Mercurii ; diriaou , dez Yaou, dies Jovis ; digwener, dez Gwener, dies Veneris ; disadorn , dez Sadorn, dies Saturni.]
AR PLANEDENNOÙ: pemp anezhe a c’hall bezann gwelet gant al lagad diglav: Merc’her ha Gwener a vez hewel dalc’hmat e-kichen an Heol nemet e vez ret o c’hlask da skrink-an-deiz pe da serr-noz, rak skinoù re daer an heol a c’hellfe bezañ ur skoilh! (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Gwener a vez anvet ivez alies Gwerelaouen (pe Kirlaouen, pe Steredenn an Heol, pe Steredenn al Labourer daoust ma n’eus ket ur steredenn anezhi! n’eo ket un heol met ur blanedenn, evel an douar o treiñ en-dro d’an heol). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Testeni
1988 : « Gwener: Venus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.