Gwerelaouen (ar W.)

Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Gwerelaouen (ar W.), anv benel.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.

Goulzgoude, ma sellomp dirazomp, a bep tu, e velimp planedennou, e giz ar verelaouen, o kerzet en dro d’an heol. (Ar C'haer, 1907-a:196)
Pignomp d’ar verelaouen a lui ker skedus araog tarz an heol. (Ar C'haer, 1907-b:228)
Ar blaneden hanvet Mercur, pe Merc’her, a zo ker garo hag ar verelaouen. (Ar C'haer, 1907-b:228)
Sclerijen an heol ne gouez ket var ar verelaouen evel ma couez var an douar : ar memez broiou a dremen eno, en eun taol berr, deuz ar goanv rusta d’an hanv tomma. (Ar C'haer, 1907-b:228)
En oabl du-polos, a-zioc’h Tudi wenn,
E c’hourlamm bremañ ar werelaouen.
A greiz ma krog gant o sterennadeg
Kastell ar seiz ejen-arat,
Ha seizenn drovedel Sant-Jalm,
Dindan sell glas ar C’hi.
(Drezen, 1938:8)
Ar werelaouenn a zo savet !… Ar werelaouenn, ar steredenn vras, ket ?… Ar re gozh ’m eus klevet oc’h ober anv dac’h an dra-se… (Elegoed, 1982:11)
Ha te eo a gas er-maez ar Werelaouenn e koulz ? (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985:Job 38:32)
Gwener a vez anvet ivez alies Gwerelaouen (pe Kirlaouen, pe Steredenn an Heol, pe Steredenn al Labourer daoust ma n’eus ket ur steredenn anezhi! n’eo ket un heol met ur blanedenn, evel an douar o treiñ en-dro d’an heol). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)

Testenioù

1732 : « Ar guëlelaouëñ. ar guerelaouenn. ar verelaouenn. ſterenn tarz an deiz. ſterenn an héaul. (Van. er vurlëuën. er vourleüen.) » (Rostrenenn, 1732:375a, pg. « E’toile »). 1834 : « ar guëleaouëñ, ar guerelaouenn , ar verelaouenn , sterenn tarz an deiz, sterenn an héaul. Van. er vurlëuën. er vourleüen. » (Rostrenenn, 1834:366a, pg. « Etoile »). 1931 : « gwerelaouenn, steredenn tarz an deiz » (Vallée, 1931:277a, pg. « Étoile ») ; « gwerelaouenn » (Vallée, 1931:777a, pg. « Vénus »). 1988 : « Gwerelaouen: Venus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër ; Fañch Elegoed, Fanch Elégoët ; Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Gall, Per (troer) ; Lec'hvien, Job (troer) : 1985. Ar Salmoù hag ar skridoù all. Lodenn eus un hollad : Ar Bibl, levr 4. Landreger : An Tour-Tan.
  • Caër, Jean-François : 1907-a. « Perag e ranker credi ez eus un Doue ? (Kendalc’h) ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 7, Gwengolo 1907, p. 193-197.
  • Caër, Jean-François : 1907-b. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
  • Drezen, Youenn : 1938. « Nozvez arkuz e beg enezenn ». Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938, p. 7-23.
  • Elégoët, Fanch : 1982. Bezhinerien an enezeier. Lesneven : Hor Yezh.
  • Rostrenen, Grégoire de : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton. Roazhon : Julien Vatar.
  • Rostrenen, Grégoire de : 1834. Dictionnaire français-celtique, ou français-breton, kentañ levrenn. Gwengamp : Benjamin Jollivet.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.