Steredenn ar paotr-saout
Lakaet enlinenn d’ar 05.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajenn.
Termenadur
Steredenn ar paotr-saout, anv benel.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Gouzout a ran, emezan ker bravik ha tra, roénvat ha paollevia, kavout va hent e-kreiz an deva morlusenn ha levia eur vag a-dreuz skosellou eur mor digompes, hep na vije ganen eun nadoz-vor nag ar gwel ouz steredenn ar Paotr-Saoud, a zo e lost ar C’harr-kamm-Bras. (Ab-Sulio, 1935:2k)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Ab-Sulio : 1935. « Mous ar Gernigell ». Le Courrier du Finistère, 56vet bl., niv. 2892, 2 a viz Meurzh 1935, p. 2.