Steredenn al labourer

Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Steredenn al labourer, anv benel.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.

Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Goude ar blanéden-ze , étré-y ac an douar , e ma ar blanéden vrillant hanvet Vénus , pehini a hanver ive stéréden al labourer. (Lebreton, 1848:17)
Gwener a vez anvet ivez alies Gwerelaouen (pe Kirlaouen, pe Steredenn an Heol, pe Steredenn al Labourer daoust ma n’eus ket ur steredenn anezhi! n’eo ket un heol met ur blanedenn, evel an douar o treiñ en-dro d’an heol). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)

Testeni

1988 : « Steredenn al Labourer: Venus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.