Aerouant (an)
Lakaet enlinenn d’ar 27.02.2025,
daskemmet d’an 03.01.2026.
daskemmet d’an 03.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Aerouant (an), anv gourel.
Steredeg Hydra hec'h anv skiantel.
An Aerouant (lun 9) zo anezhañ ledanañ steredeg an oabl (emledañ a ra war ur c’hard outañ) ! (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)
War gein an Aerouant e kaver ar Grall (lun 9), dezhañ stumm ur c’hib, hogen diaes da ziawelet eus Breizh; klask anezhañ etre Ebrel ha Mae kentoc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)
Testeni
1988 : « Aerouant (an): Hydra » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.