Sterenn an heol
daskemmet d’an 18.01.2026.
Berradurioù : pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Sterenn an heol, anv benel.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Istor
1732 : ſterenn an héaul ; « Ar guëlelaouëñ. ar guerelaouenn. ar verelaouenn. ſterenn tarz an deiz. ſterenn an héaul. (Van. er vurlëuën. er vourleüen.) » (Rostrenenn, 1732:375a, pg. « E’toile »). 1834 : sterenn an héaul ; « ar guëleaouëñ, ar guerelaouenn , ar verelaouenn , sterenn tarz an deiz, sterenn an héaul. Van. er vurlëuën. er vourleüen. » (Rostrenenn, 1834:366a, pg. « Etoile »).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen.
Oberennoù ha pennadoù
- Rostrenen, Grégoire de : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton. Roazhon : Julien Vatar.
- Rostrenen, Grégoire de : 1834. Dictionnaire francais-celtique, ou français-breton, kentañ levrenn. Gwengamp : Benjamin Jollivet.