Kirlaouen
Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kirlaouen, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Gwener a vez anvet ivez alies Gwerelaouen (pe Kirlaouen, pe Steredenn an Heol, pe Steredenn al Labourer daoust ma n’eus ket ur steredenn anezhi! n’eo ket un heol met ur blanedenn, evel an douar o treiñ en-dro d’an heol). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Testeni
1988 : « Kirlaouen: Venus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.