Steredenn vras (ar)

Lakaet enlinenn d’ar 14.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradur : st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Steredenn vras (ar), anv benel.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.

Ar werelaouenn a zo savet !… Ar werelaouenn, ar steredenn vras, ket ?… Ar re gozh ’m eus klevet oc’h ober anv dac’h an dra-se… (Elegoed, 1982:11)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Fañch Elegoed, Fanch Elégoët.

Oberennoù ha pennadoù

Elégoët, Fanch : 1982. Bezhinerien an enezeier. Lesneven : Hor Yezh.