Steredenn ar pardaez

Lakaet enlinenn d’an 11.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.

Berradur : st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Steredenn ar pardaez, anv benel.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.

Ha té eo a zigas stéréden ar min̄tin enn hé amzer, hag a laka da zével stéréden ar pardaez war vugalé ann douar ? (Ar Gonideg, 1866:643b, Job 38:32)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec.

Oberennoù ha pennadoù

Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe (troer) : 1866. Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, kentañ levrenn. Sant-Brieg : L. Prud’homme.