Berlaouen (ar V.)
daskemmet d’an 18.01.2026.
Berradurioù : pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Berlaouen (ar V.), anv benel.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Taulamb ur sèl pêlloh hoah doh en hiaul, ha ni e huélou er stiren-rid , hanhuet Gùinér, er Verlehuên, stiren en dé, pé stiren en noz, revé ma vé gùélet é splannein ar en dé pé d’en noz ; hi e zou unan ag er ré splannan ag er stirèd ; hi e receu ehué hé splandér ag en hiaul, hag hi e zou ardro seih million leàu ar-n-uiguênd a zoh-t-hou. (Le Tuaut, 1876:47) [Taolamp ur sell pelloc'h c'hoazh doc'h an heol, ha ni a welo ar sterenn-red, hanvet Gwener, ar Verlaouen, sterenn an dez, pe sterenn an noz, hervez ma vez gwelet é splanniñ àr an dez pe d’an noz ; hi a zo unan ag ar re splannañ ag ar stered ; hi a resev ivez he splannder ag an heol, hag hi a zo àr-dro seizh milion lev àrn-ugent azoc'htoñ.]
Er stirèd-rid Merh, er Verlehuên ha Merhér ou dès ou disqueu hag ou loéradeu, èl el loér. (Le Tuaut, 1876:49) [Ar stered-red Meurzh, ar Verlaouen ha Merc'her o deus o diskoù hag o loaradoù, èl al loar.]
Assaiet hoah, me heah Timothé, douguein hou sèl pêlloh, ha hui e huélou er stiren-rid hanhuet Rieu, en hani vrassan ag ol er stirèd-rid , hag en hani splannan arlerh er Verlehuên. (Le Tuaut, 1876:49) [Esaeit c'hoazh, ma c'haezh Timote, dougiñ ho sell pelloc'h, ha c'hwi a welo ar sterenn-red hanvet Yaou, an hani vrasañ ag oll ar stered-red, hag an hani splannañ àr-lerc'h ar Verlaouen.]
Er stiren hag e den muian ou spi e zou er Verleuen pé stiren er Bugul. (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268) [Ar sterenn hag a denn muiañ ho spi a zo ar Verlaouen pe sterenn ar Bugul.]
Testenioù
1732 : « Ar guëlelaouëñ. ar guerelaouenn. ar verelaouenn. ſterenn tarz an deiz. ſterenn an héaul. (Van. er vurlëuën. er vourleüen.) » (Rostrenenn, 1732:375a, pg. « E’toile »). 1834 : « ar guëleaouëñ, ar guerelaouenn , ar verelaouenn , sterenn tarz an deiz, sterenn an héaul. Van. er vurlëuën. er vourleüen. » (Rostrenenn, 1834:366a, pg. « Etoile »).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen.
Kelaouenn
Lihereu Brediah er Fé, Du 1905.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.
- Rostrenen, Grégoire de : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton. Roazhon : Julien Vatar.
- Rostrenen, Grégoire de : 1834. Dictionnaire français-celtique, ou français-breton, kentañ levrenn. Gwengamp : Benjamin Jollivet.