Sterenn kreiznoz (ar)

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026.

Berradurioù : it. itron ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Sterenn kreiznoz (ar), anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn an nord, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn vras en oabl (ar).

Rac me hum gonduyer ér bet man doh en han a Varie el me hum gonduyer ar er mor doh er stiren greis-nos. ([Dizanv], 1821:124) [Rak ma ’n em gonduier er bed-mañ doc’h an anv a Vari èl ma ’n em gonduier àr ar mor doc’h ar sterenn greiznoz.]

Testeni

1931 : « sterenn (an hanternoz), V stirenn kreiznoz » (Vallée, 1931:277a, pg. « Étoile »).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • [Dizanv] : 1821. Science er Salvedigueah pé thrésor er fé. Gwened : It. Bizette.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.