Seizh steredenn (ar)
daskemmet d’an 14.01.2026.
Termenadur
Seizh steredenn (ar), anv lies.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Ha skoulmañ a rez liammoù ar Seizh-Steredenn,
pe gerdin Orion, o diskoulmañ a rez ? (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985:Job 38:31)
Evezhiadennoù
Heñvelster eo ar Yar, e Job 9:9, hag ar Seizh steredenn, e Job 38:31, e-barzh levr 4 Ar Bibl, lakaet e brezhoneg gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, rak klotañ a ra an daou anv gant an hevelep poz hebraek, ha diwar an hebraeg ez eo bet troet ar pevar levr kentañ gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, evel ma tisplegont e skrid digeriñ al levr 4 (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985).
Degouezhout a ra mat ar Seizh steredenn gant ar Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn, pa zle al loened pluñv bezañ seizh en un touez e-barzh an Neizh Yar. An hevelep niver a gaver ivez en anv skiantel Pleiades, rak seizh c'hoar e oa ar Pleiadez.
Disheñvel eo ar seizh steredenn-mañ diouzh Seizh steredenn an hanternoz, unan eus anvioù all Karr Arzhur.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Ar Gall, Per (troer) ; Lec'hvien, Job (troer) : 1985. Ar Salmoù hag ar skridoù all. Lodenn eus un hollad : Ar Bibl, levr 4. Landreger : An Tour-Tan.