Steredenn an nord
daskemmet d’an 18.01.2026.
Berradurioù : pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Steredenn an nord, anv benel.
Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn kreiznoz (ar), Sterenn vras en oabl (ar).
Testenioù
1732 : « Steredenn an nord. ſterenn an hanter-nos. » (Rostrenenn, 1732:375a, pg. « E’toile ») ; « Steredenn an nord, ſterenn an nord. ſterenn an hanter-nos. » (Rostrenenn, 1732:660b, pg. « Nord »). 1834 : « steredenn an nord. sterenn an hanter-noz. » (Rostrenenn, 1834-a:366a, pg. « Etoile ») ; « steredeñ an Nord, sterenn an Nord ou an Hanter-nos. » (Rostrenenn, 1834-b:176a, pg. « Nord »).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen.
Oberennoù ha pennadoù
- Rostrenen, Grégoire de : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton. Roazhon : Julien Vatar.
- Rostrenen, Grégoire de : 1834-a. Dictionnaire français-celtique, ou français-breton, kentañ levrenn. Gwengamp : Benjamin Jollivet.
- Rostrenen, Grégoire de : 1834-b. Dictionnaire français-celtique, ou français-breton, eil levrenn. Gwengamp : Benjamin Jollivet.