Steredenn ar vartoloded

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’an 10.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Steredenn ar vartoloded, anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn an nord, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn kreiznoz (ar), Sterenn vras en oabl (ar).

Testeni

1988 : « Steredenn ar Vartoloded » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.