Steredenn an hanternoz

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’ar 16.01.2026.

Berradur : bl. bloavezh ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Steredenn an hanternoz, anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an nord, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn ar c'hreiznoz, Sterenn kreiznoz (ar), Sterenn vras en oabl (ar).

Eur stereden losteg a veler brema e kichen ar c’har cam, tost da stereden an anternoz, eun tamig izeloc’h evithi. (Feiz ha Breiz, niv. 494, 1874:192a)
Diskouez a ree din Steredenn an Hanter-Noz ha Karront Sant Jakez, ar roudenn lugernus-se, rannet ganti an oabl hag o tiskenn war-zu ar C’hreisteiz. (Ar Gow, 1955:165)

Testenioù

1931 : « ster(ed)enn an Hanternoz, st. ar Gwalarn ; ar Sterenn » (Vallée, 1931:573a, pg. « Polaire »). 1948 : « Steredenn an Hanternoz » (Seite, 1948:6b).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, 10vet bl., niv. 494, 18 a viz Gouere 1874.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Gow, Yeun : 1955. E skeud tour bras sant Jermen. Ar Baol : Impr. La Mouette.
  • Seite, J. : 1948. « Savomp hon daoulagad etrezek ar stered ». Kroaz Breiz, niv. 7, Du 1948, p. 6-7.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.