Venus
Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Termenadur
Venus, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Goude ar blanéden-ze , étré-y ac an douar , e ma ar blanéden vrillant hanvet Vénus , pehini a hanver ive stéréden al labourer. (Lebreton, 1848:17)
Vénus a ra e zro a zéïz-noz en teïr heur varn-uguent unan varn-uguent minud, hac e hini a vla en daou-chant pêvar-varn-uguent dervez c’hoézec heur unan ha daou-uguent minud. (Lebreton, 1848:17)
Jupiter a deu goude ; ar vrassa ê d’eus ar blanèdennou ; cazi quen éclatant ha Vénus ê , hac e vent zo pêvarzec-cant guech brassoc’h evit an douar. (Lebreton, 1848:19)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.