Yarig hag he Fichoned (ar)

Lakaet enlinenn d’an 23.02.2025,
daskemmet d’an 12.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yarig hag he Fichoned (ar), anv benel.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Neoah, er memb hanù e rant d’er stir èl en dud abil : en Harig kam, er Iarig hag hé fichoned, etc. (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268) [Neoazh, ar mem anv a rant d’ar ster èl an dud abil : an C’harrig-Kamm, ar Yarig hag he Fichoned, etc.]

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv pichon dindan e furm lies pichoned gant ur c'hwezhadennadur.

Levrlennadur

Kelaouenn

Lihereu Brediah er Fé, Du 1905.