Yar hag he Laboused (ar)
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Yar hag he Laboused (ar) anv benel.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he hag ar pennanv labous dindan e furm lies laboused.
Takad arver
Testeniekaet eo e Rieg, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’Yar ha hi Lapouz’d » ha « [ˈjaːr a i laˈpuzət] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.