Yarig Wenn (ar)
daskemmet d’an 11.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; tr.-l. tro-lavar.
Termenadurioù
Yarig Wenn (ar), anv benel.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Bezañ ar Yarig Wenn o tibluñvañ. Erc'hiñ. Heñvelster : bezañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. S. o. dibluñvañ, Pêr (abostol).
Emañ ar Yarig-wenn o tiblua. (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig hag an adanv gwenn gant ur blotadur.
Takad arver
Arveret eo e Treger (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »).
Testeni
« Yarig-wenn (hag he c’houec’h evn) » (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.