Neizh Yar (an)
daskemmet d’an 11.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Neizh Yar (an), anv gourel.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Kenstrolladur
Eus ar pennanvioù neizh ha yar.
Takad arver
Testeniekaet eo e Banaleg, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’Néiz Yar » ha « [nejz ˈjaːr] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.