Ki Bras (ar C'h.)
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 27.02.2025.
daskemmet d’ar 27.02.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Ki Bras (ar C'h.), anv gourel.
Steredeg Canis Major hec'h anv skiantel.
Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Ar C’hi Bras zo ur steredeg kaer a-walc’h; sklaer e rank bezañ an noz, avat, evit gellout diawelout ar stered gwanañ anezhi. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b)
A-gleiz d’ar Ri, etre ar C’hi Bihan hag ar C’hi Bras menegomp ivez an Unkorneg, bras hag amsplann… (Seubil-Kernaodour, 1988:25b)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv ki hag an adanv bras.
Levrlennadur
Kelaouenn
Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.