Karr Noz (ar)
Berradurioù : l. levrenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Karr Noz (ar), anv gourel.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Kenstrolladur
Eus ar pennanvioù divoutin karr ha noz.
Takad arver
Testeniekaet eo tro an Oriant (Gaidoz ha Rolland, 1884-1885:32b).
Testeni
1884-1885 : « Our c’harr nouz » (Gaidoz ha Rolland, 1884-1885:32b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Gaidoz, Henri ; Rolland, Eugène : 1884-1885. « La Grande-Ourse ». Gaidoz, Henri (embanner) ; Rolland, Eugène (embanner) : 1884-1885. Mélusine – Recueil de mythologie – Littérature populaire, traditions & usages, l. 2. Pariz : Bureaux de la revue. P. 30b-38b.