Kastell-Karr Kamm (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’an 28.02.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), anv gourel.

Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.

Tremenet e oa an Tri Roue hag ar C’hastell Karr Kamm gant al lizherennaouer moarvat rak un nebeud fazioù a oa en em silet e-korf an destenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b)
Heñveldra enta evit a sell ouzh ar steredoniezh : meur a anv a anavezer evit envel Ursa Major : « Ar Seizh-Ejen-Arat, Ar C’harr, Ar C’harr-Kamm, Ar C’harr-Kamm-Bras, Ar C’hastell-Karr-Bras, Ar C’hastell-Karr-Kamm, Karr-Arzhur, Al Lost-Arar, Seizh-Steredenn-an-Hanternoz… » (Menard, 1999:458)

Kenstrolladur

Eus kastell-karr hag an adanv kamm.

Testenioù

1988 : « Kastell Karr Kamm: Ursa Major » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b) ; « Tremenet eo an Tri Roue hag ar C’hastell Karr Kamm…
= bezañ o tic’henaouiñ, bezañ o huñvreal, bezañ o soñjal e traoù all. » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.