Kastell-Karr Bras (ar C'h.)
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Kastell-Karr Bras (ar C'h.), anv gourel.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Setu du-hont da vihana, ar c’hastell-karr bras; hennez a bar bep noz, en oablou, drek ti e dad; koulz mont warzu d’ezan; suroc’h eo d’en em gaout. (Breizadig, 1925:95)
Karr Arzhur n’eus ket ur steredeg anezhañ; lodek eo en ur steredeg vras anvet Kastell Karr Bras. (Seubil-Kernaodour, 1988:17b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]
Kastell Karr Bras: lennet ez teus uheloc’h e oa Karr Arzhur ur rann eus ar steredeg vras-se a c’heller keñveriañ ouzh un arzh war e grabanoù; an tri marc’h a rafe e benn, ar peder rod ur meni dibr war e gein ha tri c’houblad stered e bavioù. (Seubil-Kernaodour, 1988:19a) [Dre fazi, e-lec'h : « Ar C’hastell-Karr Bras ».]
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar steredenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]
Heñveldra enta evit a sell ouzh ar steredoniezh : meur a anv a anavezer evit envel Ursa Major : « Ar Seizh-Ejen-Arat, Ar C’harr, Ar C’harr-Kamm, Ar C’harr-Kamm-Bras, Ar C’hastell-Karr-Bras, Ar C’hastell-Karr-Kamm, Karr-Arzhur, Al Lost-Arar, Seizh-Steredenn-an-Hanternoz… » (Menard, 1999:458)
Kenstrolladur
Eus kastell-karr hag an adanv bras.
Testeni
1931 : « kastell-karr-bras » (Vallée, 1931:520b, pg. « ours »).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Breizadig : 1925. « Penaos e teskas Fanchig Wegan ar vicher pôtr yaouank ». Feiz ha Breiz, bl. 61, niv. 3, Meurzh 1925, p. 95-97.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.