Karr Kamm (ar C'h.)
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Karr Kamm (ar C'h.), anv gourel.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Eur stereden losteg a veler brema e kichen ar c’har cam, tost da stereden an anternoz, eun tamig izeloc’h evithi. (Feiz ha Breiz, niv. 494, 1874:192a)
Ober a ra ar C’harr-kamm, Orion, ar Yarig,
ha Kambroù ar Su. (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985:Job 9:9)
Heñveldra enta evit a sell ouzh ar steredoniezh : meur a anv a anavezer evit envel Ursa Major : « Ar Seizh-Ejen-Arat, Ar C’harr, Ar C’harr-Kamm, Ar C’harr-Kamm-Bras, Ar C’hastell-Karr-Bras, Ar C’hastell-Karr-Kamm, Karr-Arzhur, Al Lost-Arar, Seizh-Steredenn-an-Hanternoz… » (Menard, 1999:458)
Testenioù
1884 : « Ar c’harr gamm » (Gaidoz ha Rolland, 1884-1885:32b). 1931 : « Karr-kamm » (Vallée, 1931:112b, pg. « chariot ») ; « karr-kamm » (Vallée, 1931:520b, pg. « ours »).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv karr hag an adanv kamm.
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Feiz ha Breiz, 10vet bl., niv. 494, 18 a viz Gouere 1874.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gall, Per (troer) ; Lec'hvien, Job (troer) : 1985. Ar Salmoù hag ar skridoù all. Lodenn eus un hollad : Ar Bibl, levr 4. Landreger : An Tour-Tan.
- Gaidoz, Henri ; Rolland, Eugène : 1884-1885. « La Grande-Ourse ». Gaidoz, Henri (embanner) ; Rolland, Eugène (embanner) : 1884-1885. Mélusine – Recueil de mythologie – Littérature populaire, traditions & usages, l. 2. Pariz : Bureaux de la revue. P. 30b-38b.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.