Karr (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’an 19.02.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Karr (ar C'h.), anv gourel.

Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.

Anavezout a ree anoiou meur a steredenn hag e lavare : Gwelet a ran ar C’harr, ar Yar hag an Tri Roue :
Tomm ’vo an heol arc’hoaz, mar plij gant Doue.
(Ar Gow, 1955:165)
Heñveldra enta evit a sell ouzh ar steredoniezh : meur a anv a anavezer evit envel Ursa Major : « Ar Seizh-Ejen-Arat, Ar C’harr, Ar C’harr-Kamm, Ar C’harr-Kamm-Bras, Ar C’hastell-Karr-Bras, Ar C’hastell-Karr-Kamm, Karr-Arzhur, Al Lost-Arar, Seizh-Steredenn-an-Hanternoz… » (Menard, 1999:458)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Gow, Yeun : 1955. E skeud tour bras sant Jermen. Ar Baol : Impr. La Mouette.
  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.