Karr Kamm Bras (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’an 19.02.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Karr Kamm Bras (ar C'h.), anv gourel.

Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.

Gouzout a ran, emezan ker bravik ha tra, roénvat ha paollevia, kavout va hent e-kreiz an deva morlusenn ha levia eur vag a-dreuz skosellou eur mor digompes, hep na vije ganen eun nadoz-vor nag ar gwel ouz steredenn ar Paotr-Saoud, a zo e lost ar C’harr-kamm-Bras. (Ab-Sulio, 1935:2k)
Anvit ur steredenneg bennak :karr-kamm bras,ar c'harr-kamm bihan,ar yarig (Skol, niv. 4, 1958:49)
Aze e forc’h daou vrank e lugerne ar C’Harr-kamm-bras ha pelloc’h ar C’Harr-kamm-bihan hag ar Sterenn. (Hemon, 1962:91 m. gt. ar Glev, 1987:1654b, pg. « Grande-Ourse »)
Heñveldra enta evit a sell ouzh ar steredoniezh : meur a anv a anavezer evit envel Ursa Major : « Ar Seizh-Ejen-Arat, Ar C’harr, Ar C’harr-Kamm, Ar C’harr-Kamm-Bras, Ar C’hastell-Karr-Bras, Ar C’hastell-Karr-Kamm, Karr-Arzhur, Al Lost-Arar, Seizh-Steredenn-an-Hanternoz… » (Menard, 1999:458)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv karr hag an adanvioù kamm ha bras.

Testenioù

1931 : « ar C’harr-kamm-bras » (Vallée, 1931:181b, pg. « David »). 1948 : « Ar c’harr-kamm bras » (Seite, 1948:6b). 1988 : « Karr (Kamm) Bras: Ursa Major » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouenn

Skol, niv. 4, 1958, « Kentelioù », p. 1-105.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab-Sulio : 1935. « Mous ar Gernigell ». Le Courrier du Finistère, 56vet bl., niv. 2892, 2 a viz Meurzh 1935, p. 2.
  • Hemon, Roparz : 1962. Mari Vorgan. Brest : Al Liamm.
  • Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
  • Seite, J. : 1948. « Savomp hon daoulagad etrezek ar stered ». Kroaz Breiz, niv. 7, Du 1948, p. 6-7.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.