Karr Bras (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’an 28.02.2025,
daskemmet d’ar 15.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Karr Bras (ar C'h.), anv gourel.

Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.

Kenstrolladur

Eus ar pennanv karr hag an adanv bras.

Takad arver

Testeniekaet eo e Beuzeg-Konk, Konk-Kerne, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’C’harr Braz » ha « [ˌχaːr ˈbraːz] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).

Testeni

1988 : « Karr (Kamm) Bras: Ursa Major » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.