Kastelodenn (ar G.)

Lakaet enlinenn d’an 28.02.2025,
daskemmet d’ar 15.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Kastelodenn (ar G.), anv benel.

Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.

Takad arver

Testeniekaet eo e Banaleg hag e Rieg, ha treuzskrivet eo bet « Ar Gastelorenn », « ’n Gaslor’nn » ha « [ŋˌɡasəˈloːrən] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.