Karront Ahez
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
Karront Ahez, anv benel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
bezañ Karront Ahez. Bezañ fraezh an oabl steredennet.
bez ’zo karont Ahez. (Korneg, 1996:877-880)
Hiziv eo Karront-Ahez (pa vez sklaer an amzer hag e vez gwelet ar stered eus Kemper da Garaez). (Menard, 1999:462)
Evezhiadenn
En ur rimostell ez eo heñvelekaet anv ar c'halaksienn, Karront Ahez, ouzh anv ur gêriadenn heñvelson pe dost, dre c'hoari gerioù. Meur a stumm anezhi a zo bet dastumet.
- En Edern ez eus ur gêriadenn anvet Karandaez, Carandaës e galleg, alese : « An hent Kemper Karaez / Dre garront Ahez. » (Korneg, 1996:877-880)
- Hevelep tra e Laz, ma’z eus ur gêriadenn anvet Karront Ahez, Carront-d’Ahès e galleg, hag a zo bet treuzskrivet, dre fazi moarvat, « Carandaes » e galleg ha, gant-se, « Karandaez » e brezhoneg : « Karandaez / Dre Gemper ha Karaez. » (Korneg, 1996:877-880)
- Hag unan all a zo bet dastumet e Laz c'hoazh : « Karront-Ahez / Etre Kemper ha Karaez. » (Menard, 1999:462)
Takadoù arver
Testeniekaet eo bet en Edern e 1996 (Korneg, 1996:877-880 ; Menard, 1999:462), e Laz e 1997 (Korneg, 1996:877-880 ; Menard, 1999:462) hag e Langolen e 1998 (Menard, 1999:462).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Andrev Korneg, André Cornec.
Oberennoù ha pennadoù
- Cornec, André : 1996. Microtoponymie du canton de Briec, thèse de doctorat sous la direction de Donatien Laurent. Université de Bretagne occidentale.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.