Seizh Ejen (ar)
daskemmet d’ar 15.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Seizh Ejen (ar), anv lies.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988:17b)
Kenstrolladur
Eus an adanv pegementiñ seizh hag ar pennanv ejen.
Testeni
1988 : « Seizh Ejen (ar): Ursa Major » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.