Karr Arzhur

Lakaet enlinenn d’ar 17.02.2025,
daskemmet d’an 09.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Karr Arzhur, anv gourel.

Steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, pe lodenn heverkañ anezhi graet gant he seizh steredenn skedusañ. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an Hanternoz.

Pep pobl a wel traoù disheñvel en oabl, ha pep koulz amzer ivez. Da skwer, Karr Arzhur zo evidomp ur c’harr, un arzh, seizh ejen pe c’hoazh un arar ; evit pobloù all e c’hell bezañ tud, doueed hag all. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16a)
Bezañ ez eus un doare eeun d’en em lec’hiañ hep nadoez-vor, a-drugarez d’an anavezetañ strollad stered: Karr-Arzhur; ul linenn o tremen dre e ziv rod a-dreñv, enni pemp gwezh ar pellder etre an div rod-se, a gaso ac’hanout betek ar Sterenn a verk an norzh, penn-ahel an neñv (sell ouzh al lun 1). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:16b)
Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
Karr Arzhur n’eus ket ur steredeg anezhañ; lodek eo en ur steredeg vras anvet Kastell Karr Bras. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:17b)
An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. E lost a zisrann Karr Arzhur a-ziouzh Karr Ahez. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Lez Don a gavi e beg ul linenn o vont diouzh rod a-raok Karr Arzhur (an hini nesañ d’ar Marc’h-tirleur), o tremen dre ar Sterenn, hag enni div wezh ar pellder etre an div steredenn-se: da lavaret eo emañ ar Sterenn keit-ha-keit etre Lez Don ha Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
Marzhin zo ur steredeg amsplann a-walc’h enni un ugent bennak a stered. Ma tresez ul linenn o tremen dre ziv rod a-dreñv Karr Arzhur e kavi anezhi en tu-hont d’ar Sterenn (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18b)
Kastell Karr Bras: lennet ez teus uheloc’h e oa Karr Arzhur ur rann eus ar steredeg vras-se a c’heller keñveriañ ouzh un arzh war e grabanoù; an tri marc’h a rafe e benn, ar peder rod ur meni dibr war e gein ha tri c’houblad stered e bavioù. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19a)
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar sterdenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Lenn : « ar C’hastell Karr Bras ».]
Merkañ a ri Mazh (anvet c’hoazh ar Bugul) anezhi ar pevare gwelevusañ steredenn, orañjez he gouloù; e-tro diwezh an nevez-amzer ez eo ar sterdenn gentañ a weler goude ar c’huzh-heol. Evit he c’havout, kendalc’h ’ta gant gwalenn-gelc’h tri marc’h Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Anvet e ivez ar steredenn-se ar Bugul, rak seblantout a ra bezañ o tiwall an Arzh (Karr Arzhur). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Lenn : « Anvet eo ivez ».]
Arc’hanrod zo ur steredeg vihan met kaer, hañval ouzh un taled, en he c’hreiz Klerwi; emañ tri marc’h Karr Arzhur durc’haet etrezek enni en tu-hont da GerDudwal. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
An Alarc’h (pe ar Groaz) zo ur steredeg kaer-meurbet hañval ouzh un alarc’h o plavañ a-hed an Hent Gwenn. E gavout a ri dre astenn ul linenn adalek div rod a-raok Karr Arzhur, en tu-hont da gKarr Ahez. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
Div hentenn da gavout ar Gazeg:
— pe dre astenn war-dreñv beskellenn gKarr Arzhur;
— pe dre ar warenn-gelc’h o tremen dre ar Saezh, Govanon, Amaezon, Kian ha steredenn ar C’hi.
(Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
Gowenn, he steredenn welevusañ, a gavi dre astenn gwaregenn tri marc’h Karr Arzhur etrezek Mazh. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Korf ar Gwareger zo peder steredenn a-garrez ouzh e ober; stok ouzh an Hent Gwenn emañ ha war-vetek nebeut gant mentoù Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
Ken reizh all avat eo digeriñ hentoù gerluniañ nevez diouzh ar speredegezh kempredel : da skouer, e domanioù all e talc'her d'ober gant Gl. la Grande Ourse, Br. al Lost Arar pe Karr Arzhur h.a., met pa vez kel da envel un elfenn nevez e troer ouzh Joyce hag e reer gant Sz.Gl. quark. (Étienne, 1999:369)

Testenioù

1931 : « Karr-Arzur », anv sellet outañ evel unan aet kozh (Vallée, 1931:112b, pg. « chariot ») ; « karr Arzur » (Vallée, 1931:181b, pg. « David ») ; « karr-kamm, -Arzur » (Vallée, 1931:520b, pg. « ours »).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv karr hag an anv divoutin Arzhur.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Étienne, Guy : 1999. « (GE da RM – 16 04 99) ». Étienne, Guy (rener) : 1999. Lavar 12. Ploveilh : Preder. P. 368-369.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.