Kastell ar Seizh Ejen-Arat
daskemmet d’ar 15.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kastell ar Seizh Ejen-Arat, anv gourel.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
En oabl du-polos, a-zioc’h Tudi wenn,
E c’hourlamm bremañ ar werelaouen.
A greiz ma krog gant o sterennadeg
Kastell ar seiz ejen-arat,
Ha seizenn drovedel Sant-Jalm,
Dindan sell glas ar C’hi. (Drezen, 1938:8)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv kastell, ar ger-mell an dindan ar furm ar, an adanv pegementiñ seizh, ar pennanv ejen hag ar verb arat.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Drezen, Youenn : 1938. « Nozvez arkuz e beg enezenn ». Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938, p. 7-23.