Karr Ahez
Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Karr Ahez, anv gourel.
Steredeg Ursa Minor hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Karr Bihan (ar C'h.), Karr Kamm Bihan (ar C'h.).
Karr Ahez (pe Karr Kamm Bihan) zo damhañval ouzh Karr Arzhur, petra bennak ma’z eo hemañ brasoc’h ha gwelevusoc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
Da evezhiañ n’he deus ket ar Sterenn merket an norzh a-hed ar wezh: 400 vloaz zo e oa Iz (anvet ivez Sterenn gozh), anezhi steredenn skedusañ Karr Ahez, an hini a rae. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
An Dragon (pe Avank Du) zo anezhañ ur vras a steredeg amsplann a c’helli arvestiñ outi mat-tre adak diwezh miz Mae betek deroù miz Du. E lost a zisrann Karr Arzhur a-ziouzh Karr Ahez. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a) [Reizhadenn : « e-lec’h adak diwezh lenn adal diwezh… » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Arabat dit kammgemer penn an Dragon evit Karr Ahez hag a zo brasoc’h ha reoliekoc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:18a)
An Alarc’h (pe ar Groaz) zo ur steredeg kaer-meurbet hañval ouzh un alarc’h o plavañ a-hed an Hent Gwenn. E gavout a ri dre astenn ul linenn adalek div rod a-raok Karr Arzhur, en tu-hont da gKarr Ahez. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
E Sturier Bleimor, niv. 4, e roer war ur gartenn eus an oabl an anv karr-Ahez evit Ursa Minor. (Menard, 1999:463)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv karr hag an anv divoutin Ahez.
Testenioù
1957 : « Karr Ahes » (Keraod, 1957:87). 1988 : « Karr Ahez: Ursa Minor » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
- Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.