Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.)
daskemmet d’ar 16.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), anv gourel.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, ar seizh steredenn skedusañ eus ar steredeg ouzh hec'h ober, hag a c'hall aroueziñ ivez ar steredeg en he fezh. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Karr Noz (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Ar C’hon Hemolc’h zo div steredenn anezhe; emaint dindan gouzoug arzh ar C’hastell Karr Kamm Bras; Kaval a reer eus an hini welevusañ dioute. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b)
Kenstrolladur
Eus kastell-karr hag an adanvioù kamm ha bras.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.