Kaour (ar C'h.)
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 06.01.2026.
daskemmet d’ar 06.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kaour (ar C'h.), anv gourel.
Steredeg Hercules hec'h anv skiantel.
Ar C’heur: diaes eo ar steredeg-mañ da spislec’hiañ dre ned eo ket gwall lemm ar stered a zo ouzh hec’h ober: klask ’ta hanter-hent etre an Awen ha Klerwi ur pevarzueg, stumm ur begel-bolz dezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
Etre miz Mae ha miz Here emañ ar prantad gwellañ evit arvestiñ ouzh ar C’heur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:23a)
Evit kavout anezhi, klask dindan ar C’heur ur steredenn skedus a ra kern penn tric’hornek Peredur; merk an daou goublad stered a ra e zivskoaz ha tres e bezh korf hirgarrezek hag e vrec’h kleiz krog e penn a-raok an naer (a zo e benn dindan Arc’hanrod); krog eo e vrec’h dehoù e lost an naer ha Maen ar Binvidigezh a anver ar steredenn a zo e beg al lost. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Furmadur
Dont a ra eus ar pennanv kaour.
Testeni
1988 : « Keur (ar C’h.): Hercules » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.