Gwervaen (ar)

Lakaet enlinenn d’an 03.01.2026,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Gwervaen (ar), anv gourel.

Hollad stered eus steredeg ar Ventel, Zubenelgenubi hec'h anv skiantel, ennañ ur reizhiad div zivsteredenn hag ur steredenn all hag a c'hallfe bezañ e-barzh ar reizhiad-se marteze ivez.

Ar Ventel: dindan treid ar Werc’hez emañ; n’eus enni steredenn welevus ebet hogen ar steredeg nemeti eo he defe ur steredenn wer: anvet ar Gwervaen (a c’heller diawelet gant al lagad diglav — da lavaret eo hep harp benveg sellet ebet). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)

Testeni

1988 : « Gwervaen: Zubenelgenubi » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.