Bali Wenn (ar V.)
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Bali Wenn (ar V.), anv benel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Eujen ne gave ket d’ezhan en dije biscoaz guelet kement a stered, dreist-oll er vali venn, hanvet gant meur a hini, bali sant Jakez. (F., 1877:84a)
Evit Lacteus orbis, evel ma weler a-us, er c’haver e : Bali-sant-Jakez, Balioù-sant-Jakez, Bali-sant-Jalm, Bali-sant-Pêr hag Ar Vali-Wenn hag Ar Vali-C’hlas. (Menard, 1999:464)
Testeni
1999 : « Ar vali-wenn » (Menard, 1999:459).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.
Oberennoù ha pennadoù
- F., O. : 1877. « Apparision ar Verc’hez e Pont-Meen – II (Kendalc’h) ». Feiz ha Breiz, 13vet bl., 3de rumm, niv. 11, 12 a viz Mae 1877, p. 83b-84b.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.