Ejen (an)
Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.
Termenadur
Ejen (an), anv gourel.
Gronnad digor a stered eus steredeg an Tarv, Hyades e anv skiantel.
An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Testenioù
1931 : « steredenn an Ejen » en unander, resisaet gant al liester « steredennou » (Vallée, 1931:368b, pg. « Hyade »). 1988 : « Ejen (an): Hyades » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.