Saturn

Lakaet enlinenn d’an 09.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Saturn, anv.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo e amestez en-dro d’an Heol etre hini Yaou ha hini Ouran. Heñvelster : Sadorn.

Ac’hane o peus Saturn , ar guriussa d’eus oute-oll , anfin en eun distanç incalculabl e ma an divea hanvet Herschell pe Uranus. (Lebreton, 1848:16)
An teïr divéa-ma o d’eus ive evel an douar compagnonet pere a ra an dro deze evel ma ra all loar an dro d’an douar : Jupiter an eus pêvar, Saturn , ouspen eun dra all a berticulier , d’eus a behini e comsin divézatoc’h aman , an eus séiz , hac Herschell c’hoêc’h. (Lebreton, 1848:16)
Goude Jupiter ha tri-c’hant no-varn-uguent million leo d’eus an éol ê placet Saturn pehini a zo no-c’hant guec’h brassoc’h evit om douar , ober e ra e dro d’an éol d’eus an Occidant varzu an Oriant evel ar blanédennou-all , en no bla varn-uguent pemp miz ha pêvarzec dervez. (Lebreton, 1848:20)
Pa seller d’eus Saturn en télescop e véler en dro déan eur c’heill pe eur vanden immanç lédan d’eus a zec mil léo pe var dro ha d’eus a guément-all a zistanç d’eus ar blanéden. (Lebreton, 1848:20)
Ar vanden-ze , evel ar séiz loar , a gass da Saturn ar sclérijen a réceo d’eus an éol , ar pez a glé ober en noz eur spectacl caër evit habitantet ar blanéden. (Lebreton, 1848:20)
Ma vev en proportion queït an dud er blanédennou all evel en om hini , habitantet Saturn , dre exempl , a glé béva daou vil tregont vla en comparêzon da eun dén d’eus an douar pehini a vevo dec vla ha tri-uguent. (Lebreton, 1848:21)
Mes ive possubl ê ne véver en Saturn nemet quéit hac en douar ; va avis couscoudé n’ê quet-sé , rac nequet posubl d’ar blanéden-zé caot tud savant , tud anaoudec en labouriou an douar ac en meur a dra pere a c’houlen expériançou meur a vlavez , nequet possubl e lavaran me , d’ar béd éno béa sclérijennet , ma c’hall eun dén , ganet goude an éost , mervel dré gosni aroc an éost goude. (Lebreton, 1848:21-22)
Gant a reimp dreist holl, ne glaskomp ket mont da jom d’ar peder blaneden all, Jupiter, pe Iaou, Saturn, pe Sadorn, Uranus ha Neptun, a jom ganeomp da velet. (Ar C'haer, 1907:228)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.

Oberennoù ha pennadoù

  • Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
  • Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.