Ours Vras (an)
Berradur : st. impl. stumm implijet el levrennadur.
Termenadur
Ours Vras (an), anv benel.
Steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an hanternoz.
Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz. (Kadioù, 1886:12)
Kenstrolladur
Diwar an anv gallek la Grande Ourse, gant ar pennanv Ourse brezhonekaet hag an adanv Grande troet ha blotaet.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm implijet el levrennadur diouzh e stumm brezhonek : Yann Kadioù, st. impl. Jean Cadiou.
Oberennoù ha pennadoù
Cadiou, Jean : 1886. Ivona. Montroulez : A. Chevalier.