Ours Vihan (an)

Lakaet enlinenn d’an 02.01.2026.

Berradur : st. impl. stumm implijet el levrennadur.

Termenadur

Ours Vihan (an), anv benel.

Steredeg Ursa Minor hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Karr Ahez, Karr Bihan (ar C'h.), Karr Kamm Bihan (ar C'h.).

Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz.
(Kadioù, 1886:12)

Kenstrolladur

Diwar an anv gallek la Petite Ourse, gant ar pennanv Ourse brezhonekaet hag an adanv Petite troet ha blotaet.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm implijet el levrennadur diouzh e stumm brezhonek : Yann Kadioù, st. impl. Jean Cadiou.

Oberennoù ha pennadoù

Cadiou, Jean : 1886. Ivona. Montroulez : A. Chevalier.