Sterenn ar c'hreiznoz

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026.

Berradurioù : pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Sterenn ar c'hreiznoz, anv benel.

Steredenn eus steredeg Karr Ahez, Polaris hec'h anv skiantel, hag a verk an norzh. Heñvelsterioù : Steredenn an hanternoz, Steredenn an nord, Steredenn ar vartoloded, Steredenn hanternoz (ar), Sterenn (ar), Sterenn an hanternoz, Sterenn an nord, Sterenn kreiznoz (ar), Sterenn vras en oabl (ar).

Testeni

1904 : « stiren er hreisnoz » (Ernod, 1904:216a, pg. « stiredennein »).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault.

Oberennoù ha pennadoù

Ernault, Émile : 1904. Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes. Gwened : Lafolye frères.