Kaval

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Kaval, anv gourel.

Divsteredenn eus steredeg ar C'hon Hemolc'h, Cor Caroli hec'h anv skiantel.

Ar C’hon Hemolc’h zo div steredenn anezhe; emaint dindan gouzoug arzh ar C’hastell Karr Kamm Bras; Kaval a reer eus an hini welevusañ dioute. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Ar strollad Mazh, Gowenn, Kaval ha Palou a vez graet Strinkvaen ar Werc’hez anezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)

Testeni

1988 : « Kaval: Cor Caroli » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.