Hent-Karr Sant Pêr

Lakaet enlinenn d’an 20.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Hent-Karr Sant Pêr, anv gourel.

Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.

Marteze eo *Hent-karr-ar-furnez a ranker kompren, evel ma kaver Hent-karr-sant-Pêr. (Menard, 1999:461)
Evit Hent-karr pe Bali-sant-Pêr avat e c’heller goulakaat ez eus bet kredet ez oa Lacteus orbis an hent a yae an eneoù gantañ evit tizhout ar Baradoz ha goulenn digor digant mestr bras an alc’hwezioù. (Menard, 1999:465)

Takad arver

Testeniekaet eo bet e Ploueskad e 1997 (Menard, 1999:461).

Testeni

1999 : « Hent-karr-sant-Pêr » (Menard, 1999:461).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.