Karront an Avel
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Karront an Avel, anv benel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Pa weler sklêr bali Sant-Jakez e vez laret : «Frêz ar stered, digor karront an avel». (Rozmoal, 1995:21)
«Digor karront an avel», a lare ar re goz, pa welent frêz steredigou bali Sant Jakez (heñchet biz-mervent) hag en devechou war-lerh e c’hweze an avel deuz koste ar mervent. (Rozmoal, 1995:72)
Hervez Charlez ar Gall e vez graet anv ivez eus karront an avel en Ospital-Kammfroud. (Menard, 1999:463)
Teir gwezh er c’haver en anvadurioù brezhonek Lacteus orbis : gant sant Jakez, evel gant an hent hag ar vali. Gant Ahez, ar pezh hor pella un tamm mat diouzh kompagnunezh ar sent ! Hag ivez e Karront-an-avel a arvrer e Plougastell-Daoulaz hag en Ospital-Kammfroud. (Menard, 1999:465)
Takadoù arver
Testeniekaet eo bet e Plougastell-Daoulaz (Rozmoal, 1995:21, 72) hag en Ospital (Menard, 1999:463, 465).
Testenioù
1995 : « Karront an avel : bali sant Jakez » (Rozmoal, 1995:72). 1999 : « Karront-an-avel » (Menard, 1999:462, 465).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
- Rozmoal, Lan : 1995. Plougastell, torret e ziouaskell ! – Le « Plougastell » tel qu’on le parle. Brest : Emgleo Breiz, Ar Skol Vrezoneg.