Hent Laezhek (an)
Berradurioù : emb. embannadur ; levr. levrenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Hent Laezhek (an), anv gourel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Evezhiadenn
Gant ur geriadur hepken ez eo roet an anv-se. Ne hañval ket bezañ hengounel. E tle bezañ bet troet gant Kervarker diwar ar c'hembraeg Ffordd Laethog (Thomas, 1967:1304b, pg. « ffordd » ; Thomas ha Bevan, 1987:2084a, pg. « llaethog ») pe Llwybr Llaethog (Thomas ha Bevan, 1987:2238k, pg. « llwybr »).
Testeni
1847 : « Ann heñt lezek. Heñt sañt Jakez ou sañt Jalm. » (Ar Gonideg ha Kervarker, 1847:466a, pg. « Lactée »).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec ; Kervarker, Théodore Hersart de La Villemarqué.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe ; La Villemarqué (Hersart de), Théodore : 1847. Dictionnaire français-breton de Le Gonidec, enrichi d’additions et d’un essai sur l’histoire de la langue bretonne, par Th. Hersart de La Villemarqué. Sant-Brieg : L. Prud’homme.
- Thomas, R. J. : 1967. Geiriadur Prifysgol Cymru, levr. 1 : A-Ffysur. 1añ emb. Caerdydd : Gwasg Prifysgol Cymru.
- Thomas, R. J. ; Bevan, Gareth A. : 1987. Geiriadur Prifysgol Cymru, levr. 2 : G-Llyys. 1añ emb. Caerdydd : Gwasg Prifysgol Cymru.