Hent Sant Jak
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Hent Sant Jak, anv gourel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Héant San’ Jak biz-ha-meruéant
Kerhet pe garet get hou héant (Kalloc'h, 1911:16) [Hent Sant Jak biz-ha-mervent / Kerzhit pa garit gant ho hent]
Héant San’ Jak goulern ha gevred
Klasket porh mar karet (Kalloc'h, 1911:16) [Hent Sant Jak gwalarn ha gevred / Klaskit porzh mar karit]
Testeni
1999 : « Hent-sant-Jak » (Menard, 1999:461).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Yann-Bêr Kalloc'h, Yan Ber Calloc’h.
Oberennoù ha pennadoù
- Calloc’h, Yan Ber : 1911. « La boussole bretonne ». Annales de Bretagne, l. 27, niv. 1, Gwengolo 1911. P. 14-16.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.